|
|
Evit gouzout pelloc’h arabat chom da dortañ !
Pellgomzit deomp d’an niverenn-mañ :
+ 33 (0) 1 58 05 05 51
|

|
En em ginnig
Un ti avokaded a lies sevendur eo APA. E labour diazez eo kenstrollañ nerzhioù a bep sep seurt : barregezhioù e izili stummet e burevioù advokaded brudet hag etrebroadel diouzh un tu ha un doare d’ober diembann diouzh un tu all.
Emañ APA o labourat evit embregerezhoù europeat pe estrañjour. Ober a ra gant ouzhpenn pemp yezh, dreist-holl : ar Saozneg, ar Galleg hag ar Sinaeg. A drugarez d’e zoare d’ober gant sevenadurioù a lies livioù e vez galvet APA koulz evit estrañjourien a laka arc’hant e Bro Frañs ha Gallaoued, Europiz pe Amerikaned o tont war marc’hadoù o tiwan. Liammoù a zoare a zo bet gwiadet gant an Stadoù Unanet, Rouantelezh Unanet, Sina pe ar ranndir Indezek.
Mailh omp dreist-holl war an tachennoù-mañ : kendeuziñ-prenañ, kapital arvar, LBO ha treuzkas embregerezhoù ha rummad da rummad.
Brudet omp ivez evit hor skiant-prennet da ziskoulmañ kudennoù Gwir pe kudennoù Reolennoù e-keñver ar rouedadoù pellgehentiñ hag Internet.
Ul labour a feson a vez kaset evit dielfenañ don poentoù jurdig pep teuliad kemeret e-karg. Laouen tre eo hon pratikoù a drugarez d’hor skiant prenet kenstrolllet gant hon gouiziegezhioù da respont buan, da grouiñ ha da verañ liammoù eeun.
Ur rouedad ledan a zo gant APA ha burevioù avokaded e-barzh ouzhpenn 40 Bro estren.
5, rue Beaujon 75008 PARIS - FRANCE
|